Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 mes taolet hon euz diouzomp an traou mezus a vez kuzet, hep bale en dromplerez, hag hep trei en faoz Ger Doue, mes ouz en em recommandi hon‐unan da goustians pep den dirag Doue, en eur diskouez ar wirionez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 4:2
16 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras: Leugnit pevar brokad dour, ha skuilhit anezho war al loskaberzh ha war ar c'hoad. Hag e lavaras: Grit un eil gwech. Hag e rejont un eil gwech. Hag e lavaras: Grit un deirvet gwech. Hag e rejont un deirvet gwech.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n’on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù.


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.


Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.


e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,


Mar em eus tennet gloar ac’hanoc’h dirazañ en un dra bennak, n’em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan