Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc’h, evit anavezout, en ur amprouiñ ac’hanoc’h, hag oc’h sentus en holl draoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Rag evit se eo em euz scrivet deoc’h, evit galloud anaoud, en eur amproui ac’hanoc’h, ha c’houi a zo sentus e pep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 2:9
15 Iomraidhean Croise  

Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.


ha prest omp da gastizañ pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh.


Kement-se am eus skrivet deoc’h evit na’m bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc’h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.


Rak skrivet em eus deoc’h en ur glac’har bras, va c’halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac’hariñ met evit reiñ da anavezout deoc’h ar garantez vras am eus evidoc’h.


Dre-se ho pedan da ziskouez dezhañ ho karantez.


penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c’hlac’haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.


Roit eta dezho, dirak an Ilizoù, prouennoù eus ho karantez hag eus al lec’h hon eus da dennañ gloar ac’hanoc’h.


Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.


en deus roet dit da zebriñ er gouelec'h ar mann n'anaveze ket da dadoù, evit izelaat hag amprouiñ ac'hanout, hag evit ober vad dit da c'houde.


Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec'h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa ez kalon ha ma virfes e c'hourc'hemennoù.


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa’z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.


Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m’en devo mezh.


Skrivañ a ran dit leun a fiziañs e senti ouzhin, oc’h anavezout penaos e ri zoken muioc’h eget na lavaran.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan