Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak petra bennak ma kerzhomp er c’hig, ne stourmomp ket hervez ar c’hig.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag petra‐benag ma valeomp er c’hig, na vrezelekaomp ket hervez ar c’hig.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 10:3
11 Iomraidhean Croise  

Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


evit ma vefe peurc’hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c’hig met hervez ar spered.


Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez’ eo hervez ar c’hig en hevelep doare ma vez ennon ar “ya, ya” hag an “nann, nann”?


Rak hon armoù a vrezel n’int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c’hreñvlec’hioù,


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz.


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan