Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d’ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Hag en em gonsideremp hon‐unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon‐unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 1:9
20 Iomraidhean Croise  

Neuze me ivez az meulo, rak e vi bet dieubet gant da zorn dehou.


Rak ar rouantelezh a zo d'an AOTROU, hag e ren war ar broadoù.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


An hini a laka e fiziañs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.


Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.


Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.


Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:


Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d’ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d’ar gigerezh.


Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.


Rak, breudeur, ne fell ket deomp n’oufec’h ket diwar-benn ar glac’har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec’hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esper da zerc’hel hor buhez.


N’eo ket e vefemp barrek ac’hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac’hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.


Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.


Anavezout a rae e c’helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec’h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan