Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 hor frealziñ a ra en hon holl c’hlac’haroù, evit ma c’hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac’har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 pehini a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrezbenag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon‐unan gant Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 1:4
24 Iomraidhean Croise  

Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed.  Ehan


Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh.  Ehan


C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.


Ro din ur sin eus da vadelezh, ra vo gwelet gant ar re a gasa ac'hanon ha ma vint mezhek, rak te, AOTROU, az po va sikouret ha va dic'hlac'haret.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.


Me a bedo an Tad hag e roio deoc’h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc’h da viken,


Ne lezin ket ac’hanoc’h emzivaded, dont a rin d’ho kavout.


Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.


Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc’h c’hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec’het ganeoc’h holl.


Komz a ran ouzhoc’h gant kalz a hardizhegezh, ul lec’h mat am eus da dennañ gloar ac’hanoc’h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c’hlac’haroù.


hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.


En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.


Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.


Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan