Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne voe ken a louzoù-frondus evel ar re a roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 9:9
10 Iomraidhean Croise  

Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.


Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.


Hiram en doa kaset d'ar roue kant ugent talant aour.


Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon, a zeuas da Jeruzalem da amprouiñ Salomon dre luziadelloù. Un heuliad bras he doa, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.


Servijerien Huram ha servijerien Salomon, ar re o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez koad santal ha mein prizius.


Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz.


Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.


An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan