Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 9:8
31 Iomraidhean Croise  

Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Lakaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU , te a zo deuet o Doue.


Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.


David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU , Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!


Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec'h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outañ.


Ha bremañ e teu d'ho soñj derc'hel dirak rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver bras, ha ganeoc'h emañ al leueoù aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezañ ho toueoù.


Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro ar c'hoad, ugent mil kor gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat gwin, ugent mil bat eoul.


Huram roue Tir a respontas en ur skrid a gasas da Salomon: Dre ma kar an AOTROU e bobl eo en deus da lakaet da roue warno.


Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!


Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne voe ken a louzoù-frondus evel ar re a roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.


Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.


An holl re am gwel a ra goap ouzhin, digeriñ a reont o genoù hag hejañ a reont o fenn:


Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder.


Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Ar roue a starta ar vro dre ar reizhder, met an hini a gar an donezonoù he distruj.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan