Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter eus da furnez vras. Tremen a rez kement am boa klevet eus da vrud.
Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.