Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien hag o gwiskamant, ar grec'henn a gase da di an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 9:4
22 Iomraidhean Croise  

meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien, e loskaberzhoù a ginnige e ti an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.


Salomon a gasas da gavout Hiram evit lavarout dezhañ:


Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid.


Lemel a reas eus ti an AOTROU, en abeg da roue Asiria, porched ar sabad a oa bet savet d'an ti, ha digor ar roue a oa en diavaez.


ha betek bremañ ez int ouzh dor ar Roue, ouzh ar sav-heol. Ar re-se a zo ar borzhierien evit kamp mibien Levi.


Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen e golonenn ouzh an digor, ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue, holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, an trompilhoù o seniñ, ar ganerien gant o binvioù-seniñ a rene ar c'hanennoù meuleudi. Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!


Rouanez Seba, o welout furnez Salomon, an ti en doa savet,


Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez.


Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.


Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on.


AOTROU, hast respont din! Va spered en em guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezañ heñvel ouzh ar re a ziskenn er poull.


Deuit, debrit eus va bara, hag evit eus ar gwin am eus kempennet.


Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, mar kavit va muiañ-karet, petra a lavarot dezhañ? Penaos ez on klañv a garantez.


Ar priñs hepken, evel m'eo priñs, a c'hello azezañ enni da zebriñ bara dirak an AOTROU. Mont a raio dre hent porzh an nor-mañ, hag e yelo er-maez dre an hevelep hent.


Ar priñs a yelo e-barzh dre hent porzh an nor diavaez, hag en em zalc'ho e-kichen post an nor, e-pad ma kinnigo an aberzhourien e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù. Hag ec'h azeulo war dreuzoù an nor, hag ez aio kuit, met an nor ne vo ket serret betek an abardaez.


Penaos e c'hellfe servijer va aotrou komz gant va aotrou, bremañ n'eus ken ennon nerzh ebet, ha ne chom anal ebet ganin?


koulskoude e lavaran deoc’h penaos Salomon e-unan, en e holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezho.


Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan