Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket Salomon ha na zisplegas ket dezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 9:2
12 Iomraidhean Croise  

setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.


Ha Doue a roas da Salomon furnez, ur poell bras-meurbet, hag ur galon ken frank hag an traezh a zo war aod ar mor.


Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon, a zeuas da Jeruzalem da amprouiñ Salomon dre luziadelloù. Un heuliad bras he doa, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.


Rouanez Seba, o welout furnez Salomon, an ti en doa savet,


An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.


Komzoù genoù un den a zo doureier don, ha mammenn ar furnez a zo ur froud o redek.


Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,


Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d’e ziskibien.


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


dalc’het ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar c’houiziegezh.


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan