Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon, a zeuas da Jeruzalem da amprouiñ Salomon dre luziadelloù. Un heuliad bras he doa, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 9:1
23 Iomraidhean Croise  

Mibien Kush: Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema: Seba ha Dedan.


Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurim, al Letushim hag al Leummim.


Furoc'h e oa eget den ebet, eget Etan an Ezrakiad, hag eget Heman, Kalkol ha Darda, mibien Makol. E vrud en em skuilhas e-touez an holl vroadoù tro-war-dro.


Salomon mab David a startaas en e ren, hag an AOTROU e Zoue a voe gantañ hag a savas anezhañ uhel-meurbet.


ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.


Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket Salomon ha na zisplegas ket dezhi.


Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne voe ken a louzoù-frondus evel ar re a roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.


Gant va mouezh e krian d'an AOTROU, gant va mouezh ec'h aspedan an AOTROU.


Va genoù a zisklêrio komzoù fur, soñjoù va c'halon a zo leun a skiant.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.


Digeriñ a rin va genoù evit disklêriañ barabolennoù. Embann a rin traoù kuzhet an amzerioù kozh,


evit kompren ar c'hrennlavarioù hag o zalvoudegezhioù, komzoù ar re fur hag o c'hevrinoù don.


Un niver bras a gañvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc'h embann meuleudioù an AOTROU.


Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.


Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.


Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.


evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.


O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.


Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma’z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.


Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan