4 Sevel a reas Tadmor er gouelec'h, hag e savas an holl gêrioù a servije da diez-dastum e bro Hamad.
Toi roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadadezer,
Evel-se e teuas Jozafad da vezañ bras-kenañ. Hag e savas e Juda kreñvlec'hioù ha kêrioù a servije da diez-dastum.
Salomon a gerzhas a-enep Hamad eus Zoba, hag e tapas anezhi.
Sevel a reas Bet-Horon-Uhelañ ha Bet-Horon-Izelañ, kêrioù kreñv gant mogerioù, dorojoù ha prennoù,
Lakaat a rejont eta warno mistri-anerioù evit o bec'hiañ gant trevelloù. Evel-se e savjont da Faraon kêrioù Pitom ha Ramsez, evel dastumlec'hioù.