Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag ar roue Salomon a ginnigas un aberzh a zaou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag an holl bobl a reas dedi ti Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 7:5
16 Iomraidhean Croise  

An deiz war-lerc'h ec'h aberzhjont aberzhoù d'an AOTROU , hag e kinnigjont loskaberzhoù d'an AOTROU: mil kole, mil tourz, mil oan, gant o evadkinnigoù, hag aberzhoù e-leizh evit holl Israel.


Salomon a ginnigas eno dirak an AOTROU mil loskaberzh, war an aoter arem a oa dirak teltenn an engalv.


Hag ec'h aberzhjont d'an AOTROU, en deiz-se, seizh kant ejen ha seizh mil dañvad, eus ar preizh o doa degaset.


Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.


Rak Ezekiaz roue Juda a roas d'ar vodadeg mil kole ha seizh mil dañvad, hag ar pennoù a roas d'ar vodadeg mil kole ha dek mil dañvad. Hag aberzhourien e-leizh o doa en em santelaet.


Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.


Ar roue hag an holl bobl a ginnigas aberzhoù dirak an AOTROU.


An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg, kenkoulz hag al Levited gant binvioù an AOTROU en doa graet ar roue David evit meuliñ an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoù dirazo, hag holl Israel en em zalc'he en o sav.


Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.


An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoù a vaouted, hag e dekmiliadoù a froudoù eoul? Hag e roin va c'hentañ-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?


Ar briñsed a reas o frof evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet; ar briñsed a ginnigas o frof dirak an aoter.


Bez’ e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan