Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.
Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,
Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.
Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
Ra vo da zaoulagad digor, deiz ha noz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret e vefe lakaet da anv e-barzh. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.
An AOTROU a lavaras da Satan: Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, Satan! Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, eñ hag en deus dibabet Jeruzalem.! Hemañ, ha n'eo ket un etev tennet eus an tan?
Mard eo pell diouzhit al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ, e c'helli lazhañ eus da loened bras hag eus da loened bihan evel ma em eus gourc'hemennet dit, hag e c'helli o debriñ e-barzh da zorojoù hervez c'hoantoù da ene.
Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.