2 Danevelloù 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 An AOTROU en em ziskouezas da Salomon e-pad an noz hag a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn ha dibabet em eus al lec'h-mañ evit un ti-aberzh.
Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Elia a lavaras dezhañ: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon d'ar Jordan. lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se ez ejont o-daou di.
Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,
Lakaat a reas skeudenn gizellet Ashera en doa graet, en ti m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.
Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.