Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 D'an trede deiz warn-ugent eus ar seizhvet miz, e kasas ar bobl kuit d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid, da Salomon ha da Israel e bobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 7:10
22 Iomraidhean Croise  

D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl.


Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.


Bez' e voe eta ul levenez vras e Jeruzalem, rak abaoe amzer Salomon mab David, roue Israel, ne oa ket c'hoarvezet un dra heñvel e Jeruzalem.


Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.


Salomon a echuas eta ti an AOTROU ha ti ar roue. Hag e sevenas kement tra en doa bet c'hoant d'ober en e galon e ti an AOTROU hag en e hini.


D'an eizhvet deiz e rejont ur vodadeg veur, rak graet o doa dedi an aoter e-pad seizh devezh hag ar gouel e-pad seizh devezh.


Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.


Servijit an AOTROU gant levenez, deuit dirak e zremm gant kriadennoù laouen.


Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!


evit ma welin eurvad da re zibabet, ma laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hêrezh.


C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha tridit! Kanit gant levenez, c'hwi holl ar re eeun a galon!


war al lourenn a zek kordenn ha war al lud, e son kendonioù an delenn,


Jetro, aberzhour Madian ha tad-kaer Moizez, a anavezas kement en doa graet Doue da Voizez ha da Israel e bobl, ha penaos en doa tennet an AOTROU Israel eus an Ejipt.


D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic'haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.


O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.


Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,


Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganeoc'h.


Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.


Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.


Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.


Hag e laouenai oc'h ober ar gouel, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, al Leviad, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù.


En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan