Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 7:1
26 Iomraidhean Croise  

Pa voe kuzhet an heol, e voe un deñvalijenn vras. Ha setu, e voe ur fornez mogedus, hag ur flamm-tan a dremenas etre ar c'harterioù lodennet.


Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.


Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.


Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,


Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU , hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c'halvas an AOTROU , a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.


AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec'h m'emañ da c'hloar o chom.


Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.


En em gavout a rin eno gant mibien Israel, hag al lec'h-se a vo santelaet gant va gloar.


A-raok ma c'halvint e respontin, ha pa vint c'hoazh o komz em bo o c'hlevet.


Ar Spered am savas hag am c'hasas d'al leurenn diabarzh. Ha setu, gloar an AOTROU a leunie an ti.


Hag e kasas ac'hanon etrezek dor an hanternoz, dirak an ti. Hag e sellis, ha setu, gloar an AOTROU a leunie ti an AOTROU, hag e kouezhis war va dremm.


Evel ma komzen, ma peden, ma'c'h anzaven va fec'hedoù ha pec'hedoù va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoù dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,


Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioù kozh hag evel er bloavezhioù a-wechall.


P’o doe pedet, al lec’h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.


Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.


Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan