David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
kenkoulz hag an holl arc'hant hag aour a gavi en holl broviñs Babilon, gant profoù a youl vat ar bobl hag an aberzhourien, a ginnigont a-youl da di o Doue a zo e Jeruzalem.
Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.