Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 5:7
13 Iomraidhean Croise  

Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .


Lavarout a reas d'al Levited a gelenne holl Israel hag a oa santel evit an AOTROU: Lakait an arc'h santel en ti en deus savet Salomon mab David, roue Israel. N'hoc'h eus ken da zougen anezhi war ho skoaz, bremañ servijit an AOTROU ho Toue, gant e bobl Israel.


ar c'hantolorioù, gant o lampoù aour glan, evit enaouiñ dirak ar santual hervez urzh,


Holl henaourien Israel a zeuas, hag al Levited a zougas an arc'h.


Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.


Rak ar cherubined a astenne o eskell war lec'h an arc'h, hag ar cherubined a c'holoe an arc'h hag he barrennoù, a-zioc'h.


Ha lakaet em eus ennañ an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant mibien Israel.


Sav, o AOTROU, deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh!


Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan