Salomon hag an holl vodadeg gantañ a yeas d'an uhellec'h a oa e Gabaon, rak eno e oa teltenn engalv Doue, an hini en doa graet Moizez servijer an AOTROU er gouelec'h.
Jehojada a lakaas kargoù ti an AOTROU etre daouarn an aberzhourien Levited, ar re en doa lodennet David evit ti an AOTROU, evit kinnig loskaberzhoù d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e lezenn Moizez, gant levenez ha kanaouennoù, hervez urzhioù David.
Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.