Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Holl henaourien Israel a zeuas, hag al Levited a zougas an arc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 5:4
8 Iomraidhean Croise  

Holl henaourien Israel a zeuas, hag an aberzhourien a zougas an arc'h.


Lavarout a reas: Arc'h Doue ne zle bezañ douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken.


Dougen a rejont an arc'h, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho.


An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.


Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.


Jozue a gomzas d'an aberzhourien o lavarout: Dougit arc'h an emglev ha tremenit a-raok ar bobl. Neuze e tougjont arc'h an emglev hag e kerzhjont dirak ar bobl.


Jozue mab Nun a c'halvas an aberzhourien hag a lavaras: Dougit arc'h an emglev, ha ra vo seizh aberzhour o tougen seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan