Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 5:2
21 Iomraidhean Croise  

Met David a dapas kreñvlec'h Sion, hag a zo kêr David.


Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez.


David a savas tiez evitañ e-unan e kêr David, hag e kempennas ul lec'h evit arc'h Doue, hag e savas un deltenn eviti.


hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.


David, henaourien Israel ha pennoù ar milieroù a yeas da gerc'hat arc'h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez.


David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.


Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.


Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.


Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.


Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deñzorioù an traoù santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoù-tadoù, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ofiserien an arme;


David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c'hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.


Met David en doa degaset arc'h Doue eus Kirjad-Jearim d'al lec'h en doa kempennet, rak savet en doa eviti un deltenn e Jeruzalem.


Evel-se e voe echuet an holl labour a reas Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, Salomon a zegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti Doue.


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


Me am eus santelaet va roue war Sion, va menez santel.


An AOTROU a gar dorioù Sion, muioc’h eget holl chomlec’hioù Jakob.


Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.


Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh.


Ha pa chome a-sav, e lavare: Distro, AOTROU, da zekviliadoù a vilieroù Israel!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan