8 Ober a reas dek taol hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz. Ober a reas kant hanaf aour.
Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù aour a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,
Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,
AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.
Int a zeuio em santual hag a dostaio ouzh va zaol evit va servijañ, hag e virint va servij.
En deiz-se e vo skrivet war gleier ar c'hezeg: SANTELEZH D'AN AOTROU. Ha kaoterioù ti an AOTROU a vo evel an hanafoù dirak an aoter.
Met c'hwi a zisakr anezhañ pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutañ a zo ur boued disprizus.
Ne c’hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c’hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.