Lakaat a reas pemp sichenn en tu dehou eus an ti, ha pemp en tu kleiz eus an ti. Hag e lakaas ar mor en tu dehou eus an ti, etrezek ar sav-heol, an diaraog ouzh ar c'hreisteiz.
reiñ a reas ar skouer eus an holl draoù en doa bet dre ar Spered, evit leurennoù ti an AOTROU , evit an holl gambroù tro-dro, evit teñzorioù ti an AOTROU , evit teñzorioù an traoù santel,
reiñ a reas ar pouez eus ar c'hantolorioù aour hag eus o lampoù aour gant pouez pep kantolor hag e lampoù, pouez ar c'hantolorioù arc'hant gant pouez pep kantolor hag e lampoù, hervez implij pep kantolor;
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d’ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.