Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 32:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ur bobl vras en em zastumas, hag e stouvjont an holl feuteunioù hag ar froud a rede dre greiz ar vro, en ur lavarout: Perak e kavfe roue Asiria doureier e-leizh d'e zonedigezh?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 32:4
15 Iomraidhean Croise  

Distreiñ a reas digantañ, hag e kemeras ur c'houblad ejened hag o aberzhas. Gant koad stern an ejened e lakaas ar c'hig da verviñ, hag en roas d'ar bobl, hag e tebrjont. Goude e savas hag ez eas war-lerc'h Elia, hag e servijas anezhañ.


Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


Hag er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gêrioù kreñv Juda hag o zapas.


Hag e c'hoarvezas er pevare bloaz eus ar roue Ezekiaz, a oa ar seizhvet bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, ma pignas Salmanazar roue Asiria a-enep Samaria, hag e sezizas anezhi.


Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet ar broadoù hag o broioù,


Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Sevel a rejont, hag e lamjont kuit an aoterioù a oa e Jeruzalem, hag e lamjont kuit an holl aoterioù-ezañs, hag e taoljont anezho er froud Kedron.


Goude ma voe graet an oberennoù a fealded-se, ec'h erruas Sankerib roue Asiria. Dont a reas e Juda, hag e kampas a-enep ar c'hêrioù kreñv, gant ar mennozh da dapout anezho.


en em guzulias gant e bennoù hag e dud kalonek evit stouvañ doureier ar feunteunioù a oa er-maez eus kêr, hag e sikourjont anezhañ.


Eñ eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk uhelañ doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoñ etrezek kuzh-heol kêr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoù.


rak e lavar: Va friñsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?


graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.


Gwelet hoc'h eus ar freuzoù niverus graet da gêr David, ha dastumet hoc'h eus an doureier eus ar stank izelañ,


Tenn dour evit ar seziz, kreñva da vogerioù, kae er fank ha mac'h ar pri, fich forn ar brikennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan