Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 32:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 en em guzulias gant e bennoù hag e dud kalonek evit stouvañ doureier ar feunteunioù a oa er-maez eus kêr, hag e sikourjont anezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 32:3
13 Iomraidhean Croise  

Komz a rez, met n'int nemet komzoù! Ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremañ e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din?


Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Ar roue hag e bennoù hag an holl vodadenn o doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz,


Pa welas Ezekiaz e oa deuet Sankerib, hag en doa troet e zremm war-zu Jeruzalem evit ober brezel dezhi,


Eñ eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk uhelañ doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoñ etrezek kuzh-heol kêr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoù.


Ur bobl vras en em zastumas, hag e stouvjont an holl feuteunioù hag ar froud a rede dre greiz ar vro, en ur lavarout: Perak e kavfe roue Asiria doureier e-leizh d'e zonedigezh?


Hep alioù, c'hwitañ a ra ar mennadoù, met gant kalz a guzulierien e vezont startaet.


Ar mennadoù a zo startaet dre ar c'huzul, kemer alioù evit ober brezel.


Rak gant alioù eo e vez graet ar brezel, hag emañ ar surentez e kalz a guzulierien.


Piv en deus mentet Spered an AOTROU? Piv a zo bet e guzulier, evit e gelenn?


Tenn dour evit ar seziz, kreñva da vogerioù, kae er fank ha mac'h ar pri, fich forn ar brikennoù.


Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan