Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 32:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Goude ma voe graet an oberennoù a fealded-se, ec'h erruas Sankerib roue Asiria. Dont a reas e Juda, hag e kampas a-enep ar c'hêrioù kreñv, gant ar mennozh da dapout anezho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 32:1
16 Iomraidhean Croise  

An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.


Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.


Er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gêrioù kreñv Juda hag o zapas.


Roue Asiria a harluas an Israeliz da Asiria, hag o lakaas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media,


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Pul roue Asiria a zeuas a-enep ar vro. Menahem a roas mil talant arc'hant da Bul, evit ma sikourje anezhañ da startaat ar rouantelezh etre e zaouarn.


Pa welas Ezekiaz e oa deuet Sankerib, hag en doa troet e zremm war-zu Jeruzalem evit ober brezel dezhi,


Bremañ eta AOTROU hon Doue, me az ped, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.


Goude kement-se, p'en doe dreset Jozia an ti, Neko roue an Ejipt a bignas d'ober brezel da Garkemish, war an Eufratez. Jozia a yeas en arbenn dezhañ.


C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!


Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan