Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h end-eeun kempennet gant David, war leur Ornan ar Jebuzad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 3:1
10 Iomraidhean Croise  

Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire, e doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet.


Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit.


Met pa astennas an ael e zorn war Jeruzalem evit he distrujañ, an AOTROU en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje ar bobl: A-walc'h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Arauna ar Jebuzad.


Hag ael an AOTROU a lavaras da C'had komz ouzh David, evit ma pignfe David da sevel un aoter d'an AOTROU war leur Ornan ar Jebuzad.


David a lavaras: Amañ e vo ti an AOTROU Doue, hag amañ e vo aoter al loskaberzhoù evit Israel.


Johanan a voe tad da Azaria, an hini a servijas evel aberzhour en templ a savas Salomon e Jeruzalem.


Hag e krogas da sevel d'an eil deiz eus an eil miz, er pevare bloaz eus e ren.


met Salomon eo a savas un ti dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan