Lavarout a reas da Juda: Savomp ar c'hêrioù-mañ, lakaomp en-dro dezho mogerioù, tourioù, dorojoù ha prennoù, ar vro a zo c'hoazh dirazomp, dre ma hon eus klasket an AOTROU hon Doue; e glasket hon eus, ha roet en deus diskuizh deomp a bep tu. Evel-se e savjont hag e rejont berzh.
Hag e reas brezel a-enep roue mibien Ammon, hag e trec'has warno. Er bloaz-se mibien Ammon a roas dezhañ kant talant arc'hant, dek mil kor gwinizh, ha dek mil kor heiz. Mibien Ammon a roas dezhañ kemend-all d'an eilvet ha d'an trede bloaz.