Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Goude e teuas da Jeruzalem hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.
Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhañ da Jeruzalem, hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.
Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.
Hanun hag annezidi Zanoak a zresas dor an Draonienn; hec'h adsevel a rejont, hag e lakajont he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e rejont mil ilinad a voger betek dor an Teil.
An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.