Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 26:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An Ammoniz zoken a rae profoù da Ozia, hag ar vrud anezhañ a zeuas betek dor an Ejipt, rak dont a reas da vezañ galloudek-meurbet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 26:8
14 Iomraidhean Croise  

Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


An hini yaouankañ ivez a c'hanas ur mab hag en galvas Ben-Ammi. Hemañ eo tad an Ammoniz betek hiziv.


David en em reas c'hoazh brud pa zistroas eus e du-gounid war ar Siriz, en ur drec'hiñ triwec'h mil Edomad e traonienn an Holen,


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


Furoc'h e oa eget den ebet, eget Etan an Ezrakiad, hag eget Heman, Kalkol ha Darda, mibien Makol. E vrud en em skuilhas e-touez an holl vroadoù tro-war-dro.


Ha brud David en em skuilhas dre an holl vroioù. An AOTROU a lakaas ar spont anezhañ war an holl vroadoù.


Ar Filistined a zegasas da Jozafad profoù hag ur c'hinnig en arc'hant. An Arabed a zegasas dezhañ loened, seizh mil seizh kant tourz ha seizh mil seizh kant bouc'h.


Goude an traoù-se, mibien Moab ha mibien Ammon, rak ganto e oa an Ammoniz, a zeuas a-enep Jozafad evit ober brezel dezhañ.


Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.


Hag e reas brezel a-enep roue mibien Ammon, hag e trec'has warno. Er bloaz-se mibien Ammon a roas dezhañ kant talant arc'hant, dek mil kor gwinizh, ha dek mil kor heiz. Mibien Ammon a roas dezhañ kemend-all d'an eilvet ha d'an trede bloaz.


Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.


hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.


Nakash an Ammonad a bignas hag a gampas a-enep Jabez-Galaad. Holl dud Jabez a lavaras da Nakash: Gra emglev ganeomp, hag e servijimp ac'hanout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan