Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 26:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Doue a roas sikour dezhañ a-enep ar Filistined, a-enep an Arabed a oa o chom e Gur-Baal, hag a-enep ar Vaoniz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 26:7
14 Iomraidhean Croise  

Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.


Ar re-se, merket dre o anvioù, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoù hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec'h annezjont en o lec'h, rak peurvanoù a oa eno evit o loened.


Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.


Un niver bras anezho a gouezhas marv, rak ar brezel a zeue eus Doue. Hag e chomjont en o lec'h betek an harlu.


Asa a yeas en arbenn dezhañ, hag en em renkjont evit an emgann e traonienn Zefata, e-kichen Maresha.


Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!


Ar Filistined a zegasas da Jozafad profoù hag ur c'hinnig en arc'hant. An Arabed a zegasas dezhañ loened, seizh mil seizh kant tourz ha seizh mil seizh kant bouc'h.


Goude an traoù-se, mibien Moab ha mibien Ammon, rak ganto e oa an Ammoniz, a zeuas a-enep Jozafad evit ober brezel dezhañ.


An AOTROU a vountas a-enep Joram spered ar Filistined hag an Arabed a oa o chom e-kichen Etiopia.


Mard ez ganto, e c'hellez mont, bez kalonek en emgann, met Doue a lakaio ac'hanout da gouezhañ dirak an enebour, rak Doue en deus ar galloud da sikour ha da reiñ lamm.


Te eo a laka va goulaouenn da lugerniñ, an AOTROU va Doue eo a sklêrijenn va zeñvalijenn.


Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.


Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c’hoarvezout,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan