2 Danevelloù 26:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ.
Faraon a lavaras da Jozef: Un huñvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiñ an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huñvre pa glevez anezhi.
Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.
Sevel a reas kêrioù kreñv e Juda, rak ar vro a oa en diskuizh. E-pad ar bloazioù-se ne voe ket a vrezel a-enep dezhañ, dre ma roas an AOTROU diskuizh dezhañ.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
Mard ez ganto, e c'hellez mont, bez kalonek en emgann, met Doue a lakaio ac'hanout da gouezhañ dirak an enebour, rak Doue en deus ar galloud da sikour ha da reiñ lamm.
Eñ eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk uhelañ doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoñ etrezek kuzh-heol kêr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoù.
D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.
Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.
En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.
Ra ne bellaio ket al levr-mañ eus al lezenn diouzh da c'henoù, prederiañ a ri warnañ deiz ha noz, evit ober diouzh kement a zo skrivet ennañ, rak neuze e ri tro-vat ez hent, ha neuze e ri berzh.
Ar bobl he doa servijet an AOTROU holl zeizioù Jozue hag holl zeizioù an henaourien a vevas war-lerc'h Jozue, hag o doa gwelet an oberoù bras en doa graet an AOTROU evit Israel.