En amzer-se Rezin roue Siria a adlakaas Elad d'ar Siria, rak diberc'hennañ a reas Yuzevien Elad, hag ar Siriz a yeas da Elad, e-lec'h ma'z int chomet betek hiziv.
Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhañ da Jeruzalem, hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.