Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda.
Komz an AOTROU a voe disklêriet da Ozea mab Beeri, en deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioù Jeroboam mab Joaz, roue Israel.
Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.