Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 23:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An holl vodadenn a reas un emglev gant ar roue e ti Doue. Jehojada a lavaras dezho: Setu, mab ar roue a reno, evel m'en deus disklêriet an AOTROU diwar-benn mibien David.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 23:3
14 Iomraidhean Croise  

Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.


Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


e startain tron da rouantelezh war Israel da viken, evel ma em eus disklêriet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad war dron Israel.


Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.


Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken.


Jehojada, an holl bobl hag ar roue a reas un emglev, evit bezañ pobl an AOTROU.


Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.


e startain tron da rouantelezh, evel ma em eus prometet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad da ren war Israel.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan