Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Neuze ar roue Nebukadnezar a voe gwall souezhet hag a savas buan. Komz a reas, o lavarout d'e guzulierien: Ha n'hon eus ket taolet en tan tri den ereet? Hag e respontjont o lavarout d'ar roue: A-dra-sur, o roue!
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.