3 Kerzhet en deus war hent ti Akab, rak e vamm a oa e guzulierez evit ar fallagriezh.
Kerzhet en deus war hent ti Akab en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, rak kar e oa da di Akab.
Daou vloaz ha daou-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, dre ma voent e guzulierien goude marv e dad, evit e goll.
Goude marv Jehojada, pennoù Juda a zeuas hag a stouas dirak ar roue. Hag ar roue a selaouas anezho.
Rak an euzhus Atalia hag he mibien o deus gwastet ti Doue, hag implijet o deus zoken evit ar Baaloù an holl draoù santel eus ti an AOTROU.
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, hag e reas zoken skeudennoù teuzet da Vaal.
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,