Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab a oa e wreg, hag e reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda.