Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 22:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 22:1
12 Iomraidhean Croise  

Jehu a gavas breudeur Akazia roue Juda, hag e lavaras dezho: Piv ez oc'h? Int a respontas: Breudeur Akazia ez omp, hag e tiskennomp da saludiñ mibien ar roue ha mibien ar rouanez.


Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.


Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.


en doe ur mab: Joram, en doe ur mab: Akazia, en doe ur mab Joaz,


Daou vloaz ha daou-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri.


An holl vodadenn a reas un emglev gant ar roue e ti Doue. Jehojada a lavaras dezho: Setu, mab ar roue a reno, evel m'en deus disklêriet an AOTROU diwar-benn mibien David.


Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhañ da Jeruzalem, hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.


Neuze holl bobl Juda a gemeras Ozia, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e lec'h Amazia e dad.


Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e lec'h.


Pobl ar vro a gemeras Joakaz mab Jozia hag a lakaas anezhañ da roue e lec'h e dad e Jeruzalem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan