Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Bez' en doa breudeur, mibien Jozafad: Azaria, Jehiel, Zakaria, Azaria, Mikael ha Shefatia. An holl re-se a oa mibien Jozafad roue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 21:2
10 Iomraidhean Croise  

Neuze pennoù Israel hag ar roue en em izelaas, hag e lavarjont: Reizh eo an AOTROU!


Pa voe savet Joram war rouantelezh e dad, ha ma voe kreñv, e lazhas gant ar c'hleze e holl vreudeur hag hiniennoù eus pennoù Israel.


Ober a rejont tro Juda, hag e tastumjont al Levited ha pennoù tadoù Israel eus holl gêrioù Juda, hag e teujont da Jeruzalem.


Sebeliet e voe e kêr David gant ar rouaned, rak graet en doa vad da Israel, hag e-keñver Doue hag e di.


Dastum a reas an aberzhourien hag al Levited, hag e lavaras dezho: Kit dre gêrioù Juda, ha dastumit arc'hant dre holl Israel evit reneveziñ ti ho Toue, a vloaz da vloaz, hag hastit an afer-se. Met al Levited ne hastjont ket.


Rak an AOTROU en doa izelaet Juda en abeg da Akaz roue Israel, dre m'en doa diheñchet Juda ha gwall bec'het a-enep an AOTROU.


Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ.


Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr, e Jeruzalem, met ne voe ket sebeliet e bezioù rouaned Israel. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.


Diwar-benn nemorant oberoù Manase, e bedenn d'e Zoue, ha komzoù ar welourien a gomzas outañ en anv an AOTROU Doue Israel, kement-se a zo skrivet en oberoù rouaned Israel.


Ne oa ket bet graet ur Pask heñvel ouzh hemañ en Israel abaoe deizioù ar profed Samuel. Hini ebet eus rouaned Israel n'en doa graet ur Pask heñvel ouzh an hini a reas Jozia, gant an aberzhourien, al Levited, holl Juda hag Israel en em gave eno, ha tud Jeruzalem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan