Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 20:3
20 Iomraidhean Croise  

War o lerc'h, eus holl veuriadoù Israel, ar re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit aberzhiñ d'an AOTROU, Doue o zadoù.


Koulskoude traoù mat a vez kavet ennout, rak lamet ec'h eus an Asheraoù, hag out en em staget ez kalon da glask Doue.


mar en em izela va fobl, a zo galvet va anv warni, mar pedont ha mar klaskont va dremm, mar distroont eus o hentoù fall, me a selaouo anezho eus an neñvoù, hag e pardonin o fec'hedoù, hag e yac'hain o bro.


D'ar pevare deiz warn-ugent eus an hevelep miz, mibien Israel en em zastumas evit yunañ, gwisket gant seier ha goloet gant poultr.


Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!


D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.


Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.


Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot!


Un doujañs vras e-keñver an AOTROU a grogas en dud-mañ, hag e kinnigjont aberzhoù d'an AOTROU hag e rejont gouestloù.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelañ a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan