2 Danevelloù 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.
Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz.
Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv.