Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met piv en defe ar galloud da sevel dezhañ un ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neñvoù ha neñvoù an neñvoù? Ha piv on-me evit sevel dezhañ un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediñ dirazañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 2:6
19 Iomraidhean Croise  

Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?


Ar roue Salomon en doa lakaet da zont eus Tir, Hiram,


micherour war an arem, a oa mab ur vaouez intañvez eus meuriad Neftali, hag a oa e dad un Tiriad. Hemañ a oa leun a furnez, skiantek ha desket evit ober pep seurt labour arem. Dont a reas da gavout ar roue Salomon, hag e reas e holl labourioù.


Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


Ganit ez eus kalz a vicherourien, a venerien, a gilvizien, hag a bep seurt tud ampart e kement seurt a labourioù.


Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.


Ro din bremañ furnez ha skiant, evit ma ouezin en em ren dirak ar bobl-mañ. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl ken bras-mañ?


Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


Moizez a respontas da Zoue: Piv on-me da vont da gavout Faraon ha da lakaat mibien Israel da vont kuit eus an Ejipt?


evit benañ hag ensterniañ mein talvoudus, evit kizellañ ar c’hoad, evit ober pep seurt labourioù.


Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?


Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.


d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


met da loskaberzhoù a ginnigi el lec'h dibabet gant an AOTROU en unan eus da veuriadoù, hag eno e ri kement a c'hourc'hemennan dit.


Met kemer a ri da draoù santel ha da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan