Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 2:12
21 Iomraidhean Croise  

Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!


Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


Salomon a zivizas sevel un ti evit anv a AOTROU, hag un ti roueel evitañ.


Kas a ran dit eta un den ampart ha skiantek: Huram-Abi,


Lavaret em eus: Va Doue, na'm dilam ket e-kreiz va deizioù. Da vloavezhioù a bad a oad da oad.


Va c'halon a zo bet skoet hag he deus disec'het evel ar geot, kement ma em eus ankounac'haet debriñ va bara.


Emañ hor sikour en anv an AOTROU, en deus graet an neñvoù hag an douar.


An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoù.


Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.


Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,


O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.


O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac’h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,


Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan