Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Koulskoude traoù mat a vez kavet ennout, rak lamet ec'h eus an Asheraoù, hag out en em staget ez kalon da glask Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 19:3
16 Iomraidhean Croise  

Holl Israel a zougo kañv dezhañ hag e vo sebeliet. Eñ hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennañ hepken a-douez ti Jeroboam.


War o lerc'h, eus holl veuriadoù Israel, ar re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit aberzhiñ d'an AOTROU, Doue o zadoù.


Evel-se, evel ma oa en em izelaet, kounnar an AOTROU a zistroas dioutañ, ha ne zistrujas ket anezhañ penn-da-benn. Bez' e oa c'hoazh traoù mat e Juda.


Met ober a reas an droug, rak ne lakaas ket e galon da glask an AOTROU.


Hag ez ejont e-barzh un emglev, evit klask an AOTROU, Doue o zadoù, a-greiz o holl galon hag o holl ene,


Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep tu.


Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda.


Koulskoude an uhellec'hioù ne voent ket lamet, hag ar bobl n'he doa ket troet he c'halon etrezek Doue o zadoù.


Klask a reas Akazia, a oa kuzhet e Samaria. Tapet e voe ha degaset etrezek Jehu, hag e voe lakaet d'ar marv. Hag e voe sebeliet, rak lavaret e voe: Mab Jozafad eo, an hini en deus klasket AOTROU eus kreiz e galon. Ha ne voe den ken eus ti Akazia a vefe gouest da ren.


Jotam a zeuas da vezañ galloudek-meurbet, dre m'en doa startaet e hentoù dirak an AOTROU e Zoue.


en deus lakaet e galon da glask Doue, an AOTROU, Doue e dadoù, petra bennak ma n'en defe ket graet hervez glanidigezh ar santual.


Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiañ lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoù hag ar barnedigezhioù.


Stegnet o doa ur pech da'm fazioù, va ene a vrañselle, toullet o doa ur poull dirazon, kouezhet int ennañ.  Ehan


Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.


Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan