Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.
David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.
Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.
David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.
Ha diwar-benn roue Juda en deus kaset ac'hanoc'h da c'houlennata an AOTROU, e lavarot dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel diwar-benn ar c'homzoù ach eus klevet:
Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.
Roue Israel a zastumas pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak Doue a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.