Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag a-benn un nebeud bloavezhioù e tiskennas da gavout Akab e Samaria. Akab a lazhas evitañ hag evit ar bobl a oa gantañ un niver bras a zeñved hag a ejened, hag ec'h alias anezhañ da bignat a-enep Ramod-Galaad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 18:2
12 Iomraidhean Croise  

Adonija a lazhas deñved, ejened ha leueoù lart e-kichen maen Zoheled a oa war-zu En-Rogel, hag e pedas e holl vreudeur mibien ar roue, hag holl dud Juda servijerien ar roue.


Met a-benn ur pennad, e c'hoarvezas ma oa aet da hesk ar froud, dre ma ne oa ket bet glav er vro.


mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;


Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.


Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Ne oan ket e Jeruzalem e-keit-se, rak d'an eilvet bloaz ha tregont eus Artakserksez roue Babilon, e oan distroet da gavout ar roue. Hag a-benn un nebeud amzer e c'houlennis an aotre da guitaat ar roue.


da c'houzout: Bezer er gouelec'h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.


Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan