Jozafad a lakaas ivez e Jeruzalem Levited, aberzhourien ha pennoù tadoù Israel, evit ar varnedigezh hervez an AOTROU, hag evit ar breutadegoù a zistrofe da Jeruzalem.
Lavarout a reas d'al Levited a gelenne holl Israel hag a oa santel evit an AOTROU: Lakait an arc'h santel en ti en deus savet Salomon mab David, roue Israel. N'hoc'h eus ken da zougen anezhi war ho skoaz, bremañ servijit an AOTROU ho Toue, gant e bobl Israel.
Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc’h eus un ali bennak da reiñ d’ar bobl, komzit.
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.