Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
D'ar pempzekvet deiz eus an eizhvet miz, ar miz en doa dibabet e-unan, e kinnigas war an aoter en doa graet e Betel, hag e reas ur gouel evit mibien Israel, hag e pignas ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.
Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Sevel a reas kêrioù kreñv e Juda, rak ar vro a oa en diskuizh. E-pad ar bloazioù-se ne voe ket a vrezel a-enep dezhañ, dre ma roas an AOTROU diskuizh dezhañ.
Neuze e voe degaset ur skrid dezhañ a-berzh ar profed Elia, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Dre ma ne'c'h eus ket kerzhet war hent Jozafad da dad, na war hent Asa roue Juda,
Klask a reas Akazia, a oa kuzhet e Samaria. Tapet e voe ha degaset etrezek Jehu, hag e voe lakaet d'ar marv. Hag e voe sebeliet, rak lavaret e voe: Mab Jozafad eo, an hini en deus klasket AOTROU eus kreiz e galon. Ha ne voe den ken eus ti Akazia a vefe gouest da ren.
A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.